64
Canticou spirituel.
Ar guriosite da velet
C’hoariou ar Zichimitet
A reas da Zina, plac’h parfet,
Beza ganto dishenoret.
Tud arraget gant an dançou,
Petra eo ho songesonou ?
Pa glêvit an exemplou-mâ,
Ha ne dleffac’h-hu quet scrija ?
Ar memes Doue a offansit
Ar memes setanç gortozit.
Er bed-mâ sur, pe er bed-all,
Punisset viot evit dançal.
En hano Jesus ha Mari,
Ho pet truez, me ho suppli,
Ous oc’h eneou o deus coustet
Da Jesus e oll c’hoad scuillet.
E leac’h monet da ebata,
Deut gant Madalen da voüela ;
Deut ganti da ober caôn
D’ho Salver en e Bassion.
Ho taëlou ne badint quet pell ;
He joa a vezo eternel :
Joa ar bed-mâ ne deo netra,
Joa ar bed-all eo ar c’haëra.
|
NAONTECVET CANTIC.
Guers ar Vezventi.
Var ton : Ur Cyn-gris er mis-mâ.
SÆLAOUIT, Christenien,
Ha paour ha pinvidic,
Dreist oll, c’hui mezieuryen,
Clêvit mad va c’hantic ;
Oud an oll e general,
Ouzoc’h-hu ispicial
E comzàn, ô mezieur,
Da zesqi deoc’h detesti
Dreist pep drouc ar Vezventi,
|