P’eur, va Doue, vezo delivret
Va ene diouz ar chadennou,
Pere, siouas ! he dalc’h affliget
Er c’horf-mâ gant cals a boanniou ?
P’eur e teuìn-me-ta da zilezel
Ur vuez leun a bep anquen,
Evit mont d’ar vuez eternel
D’ho quelet-hu da virviquen ?
O buez hir, ô bues poanius,
Am-eus er bed-mâ da dremen !
Banissamant meurbet anquenius !
P’eur e velìn-me da dermen ?
P’eur ez cuelìn-me o finissa,
O beach enouus eus va buez ?
Allas ! ne ràn nemet languissa
En eur stad quen leun a druez.
Leun eo ar bed a valignite,
Carguet eo a fallagries ;
Ne zeus ennâ nemet vanite,
Nemet poan ha tristidiguez.
Siouas ! un danger perpetuel
Zo ennâ da goll an ene,
Hac en ur brezel continuel
Emâ an den ebars ive.
O ! prison trist eus va c’horf douar,
A zalc’h va ene chadennet,
Eleac’h ma zoun atao en glac’har,