Goude ma vezint condaounet.
Crial a raint a bouez-penn
Gant glac’har vras ha gant anquen ;
Autrou Jesus, guir Vab Doue,
Ho pet truez ous hon ene.
Ar Barner just a respounto,
O sellet rust meurbet outo :
An nôr a druez so serret ;
Pelloc’h ne zeus pardon ebet.
Gant va goad deoc’h, tud milliguet,
Ar Barados am boa prenet,
M’ar carjac’h beza bet sentet
Ouz va lezen deoc’h annoncet.
Me’meus bet oc’h avertisset
Dre voyen Predicatoret,
Er Retret hac er Mission,
Hac e meur a occasion.
Mæs c’hui oc’h eus-hi dispriset
O terc’hel ato d’ar pec’het ;
Peguer maleürus bennac oc’h,
N’oc’h eus da damal nemed-oc’h.
Va Jesus, Tad a drugarez,
Roit deomp-ni ho Rouantelez ;
P’oc’h eus evidomp oll scuillet
Ho coad sacr, n’hon refusit quet.
Re zivezat em suppliit,
Ha re zivezat e vouelit ;
An nôr a druez so serret :
Pell diouzign, tud milliguet.
Neuze, gant eur glac’har c’hüero,
Ar re zaounet oll a grio :
Adieu eta, Salver ar bed,
Adieu d’ho coad er groas scuillet.
Adieu, Æles, Sent, Sentezet ;