Pajenn:Canticou spirituel evit ar Missionou, retrejou, ha communion ar vugale.djvu/141

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
135
Pedennou diouc’h ar mintin.

Mont oll da c’hloar an Evou. Amen.

De profundis, etc.



GOURC’HEMENNOU DOUE,
ha re an Ilis.


Un Doue hepquen a adori,
Ha dreist pep tra oll a guiri ;
E vean e hano na doui quet,
Nac ive netra all ebet.

Ar Suliou santel a viri
E servich Doue oc’h e veuli.
Da dad, da vam a enori,
Evit pell amzer ma vevi.

Dioual na lazi den ebet,
Nac a zezir, nac a effet.
Lubric ne vezi quet ivez,
Nac a gorf nac a volontez.

Laëres, na miret madou den ;
Ez gouizieguez ne ri biquen.
A enep den fals-testeni
Na gaou ebet ne liviri.

Na c’hoüanta dre luxur pec’hi,
Nac e sounch vil n’en em lesi.
Na souhet madou da hentez,
Evit o c’haout dre falsentez.


————

Ar Gouëliou-bers a santifii,
Neuse pep labour a lezi.
Ha cleo devot ha pen-da-ben
Sul ha Gouel-bers an Oferen.

Ur veach er bloas da viana,
E confessaï hep nac’h netra.
Ha da Grouer a recevi
Da Basq devota ma c’helli.