Me oc’h ador, va Jesus, eus a greis va c’halon,
Va dezir eo ho receo dre ar Gommunion ;
Quemerit eus va ene hirio possession,
Enni eus ho carantes etablisset an trôn.
Va desir eo, va Zalver, d’ho receo en effet ;
Hoguen ur c’hraç quer caër nemeus qet meritet.
C’hui a so leun a justiç hac a bep santelez,
Ha me ne doun bet, sioas, nemet ur pec’her quez !
Dre lies a bec’hejou va ene zo blesset,
Hoguen c’hui so medecin, rentet dezi yec’het ;
Hastit prompt, me ho suppli, antreit em c’halon :
Va sicourit da drec’hi pep goal dentation.
O preciussa banqet evidomp preparet !
Ar c’horf sacr eus va Jesus hac e voad beniguet
E zàn da receo bremàn er Sacramant santel,
Evel un erres certen eus e c’hloar eternel.
Piou eo an den a ouffe miret c’hoas e zaëlou ;
O sonjal er vadelez a Jesus va Autrou !
O velet e drugarez, e garantez tener,
Evidomp-ni, pec’heurien, bugale a goler.
Ne zisfiomp quet eta a vadelez Doue,
Anavezomp es omp coupabl, ha chenchomp a vuez ;
Chasseomp hor pec’hejou, hac hon ingrateri,
Rac leun a druez ouzimp prest eo d’hor pardouni.
Gant feiz ha gant confianç, hon eneou goalc’het,
Humblamant gant carantez tostaomp d’ar banquet :
Deomp, invitet omp-ni gant hor Zalver Jesus
Da receo e gorf sacr hac e voad precius.