Na pidi e Vam sacr
Ar Verc’hes trugarezus ?
Bemdez c’houlou hep respet
O hanyou venerapl
Ac’heus tretet, profanet
Evel traou disprizapl.
Bep guêr en da c’hinou
Ezedo ar feiz gristen,
Mès èn da oberou
N’oud bet nemet ur payen ;
Ha toui ha parjuri
Quasi bep guêr bemdes
Hac a farç, hac a zevri,
Chetu da oll vües.
O ! rebechou c’huero,
Mès, siouas ! re veritet,
En heur eus ar maro
C’hui vezo trist da glevet !
O touer, ha toueres,
Soungit, soungit amâ
Ha c’hui a ve hep encres
Ma vent great deoc’h bremâ.
Songit eo arruët
An heur eus ho tremenvan ;
Chêtu c’hui accuset
A vil jarne gant Satan,
En ho creis ho conscianç
O rebeich deoc’h ive ;
Pe seurt e ve ho setanç
Ma varfac’h er stad-se ?
E quememâ soungit
A barfete, toueryen ;
Bezit fur, ha chenchit,
Ha grit ur guir binigen,