Bavart en e ziscoursou,
Corf ha speret lubric.
C’hoas ma ve esperanç
D’e velet o furat ;
Ma teuffe temperanç
Dezan gant an oad :
Hoguen ar c’hountroll, siouas !
O cossaat e teu goass ;
Evel un den tropic,
Dre ma c’halter da eva,
Nemet alteri ne ra
Mui-oc’h-mui e […]ic.
Ne de quet na hellit
Amanti ho püez ;
Evit cheinch ne vanquit
Nemet à volontez ;
Evit parea ho clènvet
N’eus affer à guen remed
Nemet ebquen unan ;
Trouc’hit d’an drouc e c’hrizyen,
D’ar guin renoncit à gren ;
Pare ouc’h quer buan.
Allas ! an disparti
A vezo sur poanyus ;
Sur e coust coumbati
Oud un tech vicius ;
Mès m’ar deo rust ar goumbat,
Un dra ret eo, soungit mat.
Eus à zaou dra unan,
Ar Barados mar trec’hit,
Pe an ifern mar cedit,
Pe ar victor, pe an tan.
Alon, alon, va breur,
Courach d’en-em recour,