Bez’eus seiz Sacramant guirion,
Badiziant, Confirmacion,
Hini an Auter, Pinigen,
Urz, Priadelez, ha Noüen.
Da guenta dre ar Vadiziant
E ves an den rentet exant
Eus ar pec’het originel,
Great cristen, ha da Zoue buguel.
Rei a ra’r Gonfirmacion
Nerz deomp ous an dentacion,
Ha da choum ferm en hon lèzen
A despet d'hon adversourien.
Er Sacramant à binigen
E recever, dre’n absolven,
Remission à bep pec’het
Goude’r Vadiziant coumetet.
Er Sacramant eus an Auter
Emâ Jesus-Christ tout-antier,
Evit mezur hon eneou,
Ha crisqui eno e c’hraçou,
An noüen a deu da lamet
Ar restadou eus ar pec’het ;
Crê hon rent da soufr hor poan ;
Ha da resista oud Satan.
Ha pa vez profit hon ene,
E ro d’or c’horf yec’het ive ;
Rac-se p’en-em zanteur goal glan,
E renqueur caout recour dezan.
An Urz eo a ra Beleyen
Da celebri an Oferen,
Ha da zicour an dud fidel
Pa vont d’ar vüez eternel.