164
Canticou spirituel.
Var an Auter, victim immolet,
C'houi a effaç va fec'het
Var an Auter.
A vir galon èr Myster bras ê cuzet
Me oc’h ador ha me ho respet,
A vir galon, madèles parfet ;
Grit din bepret ho caret
A vir galon.
D’ho pugale, Jesus, Salver adorabl ;
Pliget ganêc’h accordi eur mennat
D’ho pugale, gant affeccion ;
Roït ho penediccion
D’ho pugale.
GOUDE AR VENEDICCION.
Evidomp oll, Sent hac Æles evurus,
Trugarequet ha meulit Jesus.
Evidomp oll ; dre oc’h oll moueziou
Trugarequet hon Autrou
Evidomp oll.
|
EVIT BENEDICCION AR SACRAMANT.
Var ton : Adorons tous, etc.
Adoromp oll Jesus-Christ èr Sacramant,
ha gant guir feiz credomp oll ema presant :
Ma vo hor c’halonou qercouls ac hor moueziou
Unisset assambles da veuli hon Autrou,
Da veuli hon Autrou.
Vit hor mezur ha rei ar vues deom-ni,
O va Jesus ! ez oc’h ebars èn Hosti :
Carguit hor c’halonou à gonsolacion,
O rêi bremâ deomp oll ho penediccion,
Ho penediccion.
|