130
An Actou.
AN ACTOU.
Var an ton gallec : Qu’en dira-t-on ?
Act a Feiz.
Cridi a ran
Quement a ordren din an Ilis,
Cridi a ran ;
Rac ar virionez e unan,
Un Doue guirion a revel dizi,
Quement a ordren din da gridi,
Cridi a ran.
Act a Esperanç.
Me a esper,
Va Doue, ho craç hac oc’h eürusdet,
Me a esper,
Rac ne deot quet enep ho quer,
Pa oc’h eus hi bet din promettet,
Pa zint gant Jesus din meritet ;
Me a esper.
Act a Garantez.
Ah ! me ho car
Dreist quement so tout, ô va Doue !
Ah ! me ho car,
Dre ma zouc’h mad ha leun à c’hloar ;
Caret a ran va nessa ive
Abalamour deoc’h, ô va Doue !
Ah ! me ho car.
|
PEDENN.
Diouc’h ar mintin.
En hano an Tad, ar Map, hac ar Speret-Santel. Amen.
|