Da satisfia d’am desir
Dre an douçder eus ho carantes,
Dec’hu ebquen, va Jesus, houn,
Bezit ar mestr eus va c’haloun.
An eürusdet eveus ho presanç
A ra va laouennidigues ;
Ne meus nemet tristidigues
Pa souffran re bell oc’h ezvezanç :
Dec’h-hu, etc.
Ar bed gant quement a bresanto
A vad, a blijadur, a c’hloar,
Allas ! va Jesus, c’hui er goar,
Jamæs hep doc’h-hu nem c’hontanto :
Dec’h-hu, etc.
Petra bennac a ouffen da ober
Evit clasq easa va speret,
Diez en-em gavo bepret,
Ma na vezit guenen, va Salver :
Dec’h-hu, etc.
Ya, nos deiz, hep doc’h va Doue.
N’emeus nemet poan ha chagrin ;
Quement’zo tout a zisplich din,
Ma ne repos enoc’h va ene ;
Dec’h-hu, etc.
Ar vues ouc’h, hac an ent guirion
A gundu d’ar guir eürusdet ;
Rac-se-tâ hep doc’h, p’en andret
E caffen-me consolacion ?
Dec’h-hu, etc.
Na dardit quet eta davantach
Da zont, dre ar Gommunion,
Da rejouissa va c’halon,
Distroït prest ouzin ho pisach :
Dec’h-hu, etc.