Ha possubl ve, va Salver, ha va bues,
E veac’h maro evit hor pec’hejou,
Ha n’hor be quet ouzoc’h an anaoudègues
A veritit dre ho mad-oberou !
Sell, den mechant, staguet er groas e vemprou,
E c’hoad scuillet evit dont d’as coalc’hi ;
Sell peguement à boan hac à dourmanchou
En deus souffret evit da saveteï.
E dourmanchou ne dint quet cuzet ouzit,
Dreizo ar mein zo bet en-em fraillet ;
Hac èn ouy-je souffr quent evit da chounit ?
Ha c’hoas e zout ingrat ounta bepret.
Te vel maro an Doue en deus da groüet,
Dre da grimou te zo bet e voureo,
Ha c’hoas ne deo morse da galoun touchet ;
Quent-se ne res nemet pec’hi bep tro.
O ! va Jesus, grit eta, ni ho suppli,
Ma vezo leunn hor c’haloun à regret,
Rac ma zoump deut quen terrupl d’oc’h offanci,
Ha ma zoump bet quer cris, en oc’h andret.
Ar bed zo deut rac ho maro da grena ;
Grit ma creno gant queüz hor c’halonou,
Ha gant ar vein grit ma teuint d’en em ranna.
Pa zoump, siouas ! quiriec d’ho tourmanchou.
Cunduit pelloc’h, va Salver, hor c’hamejou,
Pardounit deomp an amzer tremenet ;
Na bermettit e tistroemp d’hor pec’hejou,
Grit dre ho craç m’ho servichimp bepret.
Fizyanç hon eus, va Doue, en ho madèles,
P’oc’h eus quement anduret evidomp,
Ne glasquit quen nemet ober trugares ;
Ennoc’h eta ebquen e c’hesperomp.