Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
Hou ti e zo neved er broadeu : deit onn de bédein eit me fobl.
Men deuorn e saùan trema Oh, èl ré Moiz Hou tiougañnér, ken ne skuihint ha ken ne gouéhint ;
Hag étré men géneu krénein e hra me mouéh.
Un erù Hou poé digoret é kornog er bed koh, un erù ar vor ;
Hag én erù-sen Hou poé hadet Kelted.
Azé oé er gran er gùellan, a Hui e geméré pep plé
Un dornad anehon d’her streùein dré er bed…
Darn e gouéhé mesk er herrek, hag e varùent ;
Darn e gouéhé ér bodeu-spern, hag ou mougé ;
Darn arall én douar aret.
Bugalé men gouen oé Hou kran, hag é kement douar m’ou hadeh