Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
« Ragsé, pe streù en noz é lorheu dré er glen,
E grehér er hleuyeu pe gouska mem bredér,
Hou péet truhé dohein, cheleùet men goulen,
Deit, hag en noz e vo eidonn lan a splannder.
Doh me féhedeu koh, mem Doué, mem dioallet ;
Poèhet mé, poèhet mé é tan Hou Karanté
Ha m’ inéo lugerno én noz èl ur piled,
Hag arhèled Hou lu e vinn hanval dohté.
« Men Doué, men Doué, me zo er gédour ’n é unan,
Mem bro e fi arnonn ha mé nen doun meit pri :
Dakoret dein hénoah, en nerh e houlennan ;
Um erbédein e ran d’Oh ha d’Hou Mam Mari.