Pajenn:Calloch - A Genoux.djvu/228

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Neoah h’ hol lézer ket de gousket. En dé arlerh hon degouéh é Trosly, un urh ag er horonel e ra d’ein 125 dén eit monet d'er hoedeg de drohein gué eit lojigeu er hléyeu. Men deg dé diskuih e dreméninn duhont.

Deustu d’ein em bout baléet é meur a gornad, ur hoedeg guir n’em boé ket huélet hoah. Hani Compiègne em es her haret aben. Tallein e ra bout deit aman, de ziskuih ha de hunvréal, pe ’n um zil étré er bareu térenneu madelèhus héol en hanv. « Dindan an derven ! » èl ma ikan hon Filomena ar un ton de Vourgault-Ducoudray.,. Aùit laret er ùirioné n’en des aman meit faù. Met ken huél int, ken pinùidik é ou barùen n’hou pes eité er sord doujans en doé en druided eit en derù.

Taoleu bohal, hag en heskenn e ya araog. Epad me labour me zud, chouket onn ar ur garreg guisket a