Mont d’an endalc’had

Pajenn:Calloch - A Genoux.djvu/220

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Kentih lammet a Bierrefonds, mouéh er hanolieu e gleùamb. Breman é kerhimb ar er hanol, èl er Rouanné ar er Stéren.

Keméret em es é Rethondes kiri-réjimant en 318ved, e hlasken. Geté é tapan Choisy-au-Bac.

Mirennet d’omb, ha mirennet mat, ur har arall e bignan ebarh. Hennan em haso beteg el linen-tan, adreuz de Goedeg-en-Er ha de Goad Sant-Mard.

E koed Sant-Mard é ma rann-linen me réjimant. Er horonel, e zo é vurèu én ur hoh tam komanant, em staga doh en 20ved kompagnoneh. En 20ved kompagnoneh e zo é linen getan. Un dén d’em anbroug hag é han devati.

E ma tèr eur.

Un tammig arlerh é kleuan eit er huéh getan a-us d’em fen huitelladen er boledeu. Kouéhein e rant mat ardran