Pajenn:Calloch - A Genoux.djvu/21

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

hag é heriadur, hag anzaù de lakat splann ha de liùein er vennoieu er ré diésan de zisplegein. E-léh gérieu gallek e vè ur véc’h o guelet ken stank e levrieu hanhuet brehoneg ha ketan penn é’r Hatekis, guell e oe get Kalloc'h lakat gérieu guir vrehoneg, na bout e oènt neùé, dizanaùet, divoes, tolet a gosté pe ankoèheit a huerso, èl men dé ; klod gloér (kauet en un dorn-skrid ag en degvet kantved arlerh gannedigeh Jesus-Krist) ; kevrin, myster ; dihuz, consolation (é brehoneg Guened, guell e vèhè laret dihu) : kevrin ha dihuz e gaver e skrideu ag er bemped pe en huehvet kantved arlerh J. Kr. ; Felan, fidél, e zo troeit e brehoneg Guened ag er brehoneg koc’h fid-lon. Boud es ré ag e zo tennet ag ur hourien anaùet mat, èl : briel, dign