Pajenn:Calloch - A Genoux.djvu/14

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
II

kalet e oè bet er Béd eùiton, kuhet e rè én ur horf ag er ré vrassan (huéc’h troetad herùé muzul er Zozon oè mennt Kalloc’h) un inean tener, hegé ha kizedik dreist penn.

Pe oè bet ret dehon kuitat en Arvor, er vro ken karet en doé berpet predéret béuein ha merhuel enni, haval e oè geton e oè ur merdéat tolet en ur vag hedorr, ar ur mor lan a herrek. A hueheu e kollè kalon : chelèuet-on e hierhuel en ankeu :

Ne ran meit huanadein arlerh er maru.
. . . . . . . . . . . . . . . .
…hoant emes, nan em es de verùel.
O ! bout mahet édan huéh troetat douar pounér,
Breinat didrous én téoélded, pèl doh en ér,
Bout marù mik… Hunvré mat ha dous, hunvré karet,
Joé e lakès ém halon peur hag ém spered !