Mont d’an endalc’had

Pajenn:Cadoret - Yun ar c'hemener, 1914.djvu/1

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Eur gontaden nevez gant Koulmig Arvor


YUN AR C’HEMENER


————


Derc’hent Hanter-est e oa. E korn al leur, dindan eur ween ber, Lomm ar c’hemener a oa paket war e dorchen.

Eur c’hristen mat e oa Lomm hag eun den a feson ouz e wreg hag e vugale.

Labourat a rae war eur chupen a oa red da gaout a-benn an de war-lerc’h. An amzer a oa tomm evel ma ve peuvuian d’ar c’houlz-se, hag ar c’hemener en em gave evurus e disheol brankou hir ar ween. Setu perak, marvat, e save ken stank e fri d’an nec’h ?… Ah nan ! N’eo ket hepken glazur ha koantiz ar bodou glas a denne e zellou. Ar ween a oa sammet a ber blod ha koant, melen o dremm evel an aour ha Lomm a yoa war yun. En e amzer ar yuniou a oa miret ervat, ha n’eo ket Lomm, ar c’hemener a vije gwasoc’h eget ar re-all avat !

An ezen a grenvaas eun tammig hag a diskaras d’an druilh per melen en-dro da