1
An anjelus, eus lein an touriou,
A nij war askel an avel :
Bim baon lan la di ra di ra la lire !
An heol a lintr, poent eo sevel. (bis)
2
Al labourer war hent e barkou,
Eur benveg gantan war e vrec’h,
Gê tra la la, di ra di ra la lire,
Vel an evned a gan dinec’h.
3
Ar pôtr-saout ’n eur douch war e loened,
A lak da drei beg e douchen :
Klik, klak lan la, di ra di ra la lire,
Ken a strak ekleo an draouien.
4
Klevet a ra er roz alaouret,
E vignon Per o c’haoukellât :
« Tri o lo lé di ra di ra la lire,
Laouig, deus aman, deus timad »
5
Prestik e sav trouz ha c’hoarzadeg
Ar gannerezed war ar stank :
Da gue dao lan la di ra di ra la lire,
Laten ha kolvez a bil stank…
6
Deut eo an hanv, koulz ar falc’hadeg,
Ar prad a zo leun a vue :
Din gue daon lon la di ra di ra la lire,
Ar men a lem, ar bleun a goue…