4.
Eun dek pe daouzek ahendall,
War ar rubaniou o poanial ;
Hag erfin mab ar c’hemener
Bet eilpennet war al leur-gêr…
5.
Setu breman ar c’harr eured
Livet en fresk ha rubaniet ;
An dud enor, ar zonerien,
Ha gante ar c’houlennerien
6.
Ar meliner koz en eun tu,
Gant baz valan ha lêrou ru,
Hag ar meliner[sic] en tu all
Prest da ganan ha da zansal.
7.
O c’harg, betek varc’hoaz vintin,
Eo lakat an dud da c’hoarzin,
Ober jolori hag ardou,
Pa vo « dro-zans an askorniou. »
8.
Nag a c’hrizilhen o tintal
Ha nag a girri o ruilhal !
An nec’hamant hag ar vizer
A zo ankoueet ’barz ar gêr.
9.
O pegen loc’hus ar Breizad
Gant e « charban » hag eur jo mad
War henchou e vro o vale,
Dishual evel eur roue !
10.
Bombard, biniou, c’hoarz ha dudi
Ha gwiskamanchou o skedi :
Ma c’halon a drid ’barz ma c’hreiz
Dirak tolen eured a Vreiz !