Mont d’an endalc’had

Pajenn:Cadoret - Son-ar voualc'hig - Arvorig,1914.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 95 —


Drenv ar mene, goustadig
An heol a ziskenne,

Bis

War an uhelan bodig,
Ti re li la, ti re li la, ti re li la la la,
War an uhelan bodig
An tad-moualc’h a gane.(bis)
 
En e vouez e seblante
Ruilhal perlez dispar,
A gouee, gant karante,
War sioulder an douar…
 
« kanomp, kanomp, emeza,
Setu deut ar bleuniou ;
An oabl a ziskeuda
E glazur ar maeziou.

Da zerr-noz ha da vintin,
An heol war ar spern-gwenn
A dôl, en eur vousc’hoarzin,
Perlez e gurunen.

An neiz a gren war ar brank,
Ar waz a dint er man…
Kalonou an dud yaouank
A drid hag a richan.

Kanet ’ta youankizou,
C’houi eo hanv Breiz-Izel,
Bleun buezek e mêziou,
Diamant he mantel !

Lezet bleuniou ho kalon
Da zigor d’ar vue,
Evel elestr an andon
Da bok an heol kreizte.

Ho kalon leun a furnez,
Liorz a goantiri,
Elec’h ma voud, hep paouez,
Eun ezen a zudi…

Me garfe, gant an ezen,
Richan enni bepred
Ha diskenn war ar c’hlazen
Da gutuilh eur boked.

Boked flam ha lugernus,
Tensor ar yaouankiz,
Rozennig karantezus,
Lilien leun a c’hliz !

Siouaz, bue eur vleuen
a zo bresk ha dibad,
Mes, o tifilh ar rozen,
E virer ar c’houez vad… »

Al lapousig beg-melen
A difonas e gan ;
Me boanie war ma zelen
Da dapout an diskan.

Tarnijet eo an evnig
E moren ar zerr-noz ;
Me ginnig d’ec’h e zonig
Evel eur boked roz.


Koulmig-Arvor