Pajenn:Cadoret - Peden Boneniz d'ho Fatronez.djvu/1

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Peden Boneniz d’o Fatronez Itron Varia ar Porzou
(En koun he fardon, 16 gwengolo 1917)


————


War eun ton brezonek dereat.


DISKAN :

Selaouet ouz hon peden,
Porzourez an Nenvou,
Diwallet diouz pep gwalen
Soudarded Bonen.

Kerent ha mignoned
’Zo du-hont pell pell ;
Ar vuhe a zo kalet,
Spontus ar brezel.

Glac’har ha poan-spered
A ren en hon bro…
Pegouls, o Mamm garet,
E teuy an distro ?

Dirak hoc’h ôteriou
E pedent gant fe ;
Gante, ’n o « zrancheou »,
Chomet noz ha de.

Reit d’an neb ’zo gloazet
Pare e c’houli ;
D’ar paour kêz prizoniet
Eur bann a zudi…

D’hon merzerien garet
Rôet an Nenvou,
Ha d’o zud glac’haret
Konfort ’n o foaniou,

Ma c’hallimp a galon,
’Skeud banniel an Trec’h,
Da vloa gant ho pardon,
Ho meuli dinec’h !


Koulmig Arvor.