Mont d’an endalc’had

Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/82

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 82 —



Diouvrec’h krenv ha nerzus a stard war an dorchen,
Ar jistr en eur drouzal a ruilh er variken.

Na brao e vo bemnoz, ’tal an tân, klozet mad,
’N eur dibri kistin tomm, evet eur skudellad.

Pegen drant eo tremen nozveziou hirr ar gouan,
Luskellet, ’n eun ti zoul, gant trouz ar c’harr nean !

Ar vugale youstan, war vord o gweleou,
Yann-grenn ’n eur c’hornig kloz, ’tal pôtr ar marvailhou.

Skabel ar vignoned renket er plas kentan,
An avel o trouzal hag ar skrilh o kanan…

Leur an ti goloet gand plouz ar ruskennou,
Ar merc’hed o c’hourdrouz pôtred ar sklabeou.

Hag ar skullad jistr tom, mammenn al levenez,
Oc’h ober, hep ehan, tro ar gompagnunez.

Setu perak e trid kalon al labourer,
Pa wel an del melen o nijal dre an êr.

Peb amzer, war ar mêz, an eus e levenez,
En Breiz n’eus ket a lec’h ’vit an dristidigez.