Mont d’an endalc’had

Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/72

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 72 —



FRANSOAZIG

A-rôk respont d’eur seurt goulenn,
Pierig, o Pierig !
A-rôk respont d’eur seurt goulenn,
E fell kuzul ha sklerijenn.

PIERIG

Na vezet ket re didrue,
Fransoazig, o Fransoazig !
Na vezet ket re didrue,
Degemeret ma c’harantez.

FRANSOAZIG

Pell-zo e vefen dimeet,
Pierig, o Pierig !
Pell-zo e vefen dimeet,
Panevet aon a wall-bried.

PIERIG

Oh ! mar ’peus aon a wall-bried,
Fransoazig, o Fransoazig !
Oh ! mar ’peus aon a wall-bried
En han’ Doue, ma c’hemeret.

FRANSOAZIG

Holl e komzet brao evel-se,
Pierig, o Pierig !
Holl e komzet brao evel-se,
Garo dindan, dous war c’horre.