Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/70

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 70 —


Deus da hada, niverus, bleun lirzin er prajou
Ha da wiskan a c’hlazur skourrou sec’h ar c’hoajou.

Deus, ’vit ma ray an evned, er brouskoad, o neiziou,
Ha ma lintro el liorz bleun per hag avalou.

Deus, gant ar mintiniou kaer, ma kân ’n evnedigou
Ouz sklerder eun heol lintrus, dindan gliz an deliou.

Deus, gant serr-noziou dispar, ma c’hallo ar Barzig
Hunvreal, ’n eul lec’h kuzet, o silaou an estig…

Deus, gant noziou miz Mari, mac’h aimp a vandennou
Da ginnig d’hon Mamm garet c’houez-vad hon c’hantikou !

Deus da gas an dud yaouank, bep sul, d’ar pardoniou,
Ma pleustrfont c’hoaz, gant furnez, gwenojen o zadou.

Deus da rei d’ar c’hlanvour kez, war e wele dispi,
Gant bannou da heol seder, esperans ha dudi.

Deus da rei gant madelez d’ar paourig gwall-eürus,
Goude skorn ar goanv kalet, ezen flour ha grouezus.

Ya, deus prim, amzer garet, da zihun Breiz-Izel,
A goantiri, a gaerder, marellet he mantel !