Rozen ar yaouankiz hoc’h eus choazet da bried,
Eur galonig dener, leun a furnez, a c’hlanded,
Dibabet gant Doue ’vit bezan da viken
Ar paradur dleet d’ho kalon a gristen.
Dalc’het mad, me ho ped, d’ar pez am eus ho klevet
O prometi hirie ouz tôl Doue daoulinet ;
D’ho pried, roit dudi epad he buhegez,
Dimeus he yaouankiz, paeet d’ei ar furnez.
Hirie ’ta, daou bried, ho puhe ’zo unanet
Gant eur chadenn dispar, eul liamm ’ve ket torret ;
War ar skoulm-ze siel nerzuz ar garante
’Rey dac’h treuzi dispont mor euzus ar vuhe.
Endro dac’h e welan kerent, ive mignoned,
Diredet holl, gant joa, da ganan hoc’h eürusted ;
An dremmou ’zo laouen ha, ’barz ar c’halonou,
’Vidoc’h e verv tener ar gwellan mennoziou.
A-beurz ho plac’h enor, hirie ive, priedou,
Teurvezet degemer ar gwellan gourc’hemennou ;
Dister eo he c’homjou, mes laret a galon,
Karget a garante hag a hetou gwirion.
Pedi a rey Doue ma vo en ho puhegez
Kalz a joa, a zudi, nebeut a dristidigez,
Ma rey d’ac’h buhe hirr, skoazel ’n hoc’h ezommou,
Ha ma kerzo pep tra herve ho mennoziou.
Ha da gwitât ar bed pa deuy ’vidoc’h an termen,
Ma nijfet eün, raktal, didrubuilh ha dianken,
’Trezek ar baradoz, ouz ho kortoz digor…
Setu ar pez a c’houl ’vidoc’h ho plac’h enor.
Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/52
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 52 —