Mont d’an endalc’had

Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/43

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 43 —


War dal eur variken,
Lou re di ra di ra la li re di,
War dal eur variken,
Eur bombarder laouen, (diou wech)
O, o !
Eur bombarder laouen.

E vouez drant ha sklintin,
Lou re di ra di ra la li re di,
E vouez drant ha sklintin,
A lar eur zon lirzin, (diou wech)
O, o !
A lar eur zon lirzin :

« Traou d’ar jistr, ma zud vad,
Lou re di ra di ra la li re di,
Traou d’ar jistr, ma zud vad,
Ha bec’h d’ho potou koad, (diou wech)
O, o !
Ha bec’h d’ho potou koad ! »

Fenoz, holl en eur vouez,
Lou re di ra di ra la li re di,
Fenoz, holl en eur vouez,
Ni ’gano ’r zoubenn laez, (diou wech)
O, o !
Ni ’gano ’r zoubenn laez !