« Plac’hig, deus ganin eur wech c’hoaz (diou w.)
Da chilaou mouez ar c’hoajou bras,
Da goajou Breiz, maluron,
Deus da vale.
« Eno, ’n eur vodennig didrous, (diou wech)
Eman kuzet ma neizik dous…
Da goajou Breiz, maluron,
Deus da vale.
« En neiz am eus daou lapousig, (diou wech)
Ha war ar skour eur mignonig,
Da goajou Breiz, maluron,
Deus da vale.
« Me zo ’evrus, heuilh ma c’hentel (diou w.)
Chom da vevan en Breiz-Izel !
En koajou Breiz, maluron,
Chom da vale! — »
« — Tavet, tavet, turzunellig, (diou wech)
Rannan a ret ma c’halonig,
Pell a goat Breiz, maluron,
C’houerv eo bale.
« Na guitan mui an evrusted (diou wech)
Evit kêriou a boan-spered,
Da goajou Breiz, maluron,
Demp da vale ! — »
Hag e heuilhis al lapousig (diou wech)
A gane laouen ha flourik :
En koajou Breiz, maluron,
Dous eo bale !