Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/31

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



En koajou Breiz
————


Da Glomig-er-Rion.


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.



Pa oan yaouank en ti ma zad, (diou wech)
Ma flijadur a oa dalc’hmad
En koajou Breiz, maluron,
Mont da vale.

Plac’hig dinec’h ha dizoursi, (diou wech)
Da glask hunvreou a zudi
En koajou Breiz, maluron,
’C’h en da vale.

Eun de, siouaz, eur barr-avel (diou wech)
Lakas em fenn eur zonj diboel :
Pell a goat Breiz, maluron,
Mont da vale.