Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/29

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 29 —



Dre-oll e lintre an dudi, ar vuhe a oa seder,
Rak pep-hini evit Doue a re laouen e zever ;
En eur gir, en hent ar furnez an holl a gerze eürus,
Hag hen o rene dianken d’al levenez peurbadus.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

Siouaz ! setu me dihunet… ha ma hunvre alaouret,
Gant ma joa, ma evurusted, en avel a zo nijet ;
Ar bed ’zo ’vidon adarre leun a zroug hag a yenien.
O Doue ! perak ne badas ma hunvre kaer da viken ?