O pegen kaer out, ma Breiz-Izel,
Gant da zaonennou gwaskedet ;
Gant da veneou soun hag uhel
Karget a reier morgousket !
Diskan :
O Breiz-Izel, o bro dudius,
Tei a zo kaer, te zo dispar !
Ennout e ver bepred evurus ;
O ma Breiz-Izel, me da gar.
Kaer eo klevet, ’barz da vrouskoajou,
Al lapoused o kanan flour,
Hag o savel eus da draouiennou
Hiboud sklintin ar wazig dour.
Kaer eo gwelet, gant gliz an noziou,
’Touez da c’hlazennou, bleun lirzin,
O lintra evel perlezennou,
Dindan bannou heol ar mintin.
Kaer eo en noz, ’us d’it o lintran,
En bolz an nenv, loar ha stered,
Henvel ouz sellou an teneran
O tiwall da hun, Breiz karet.