Gant Marc’harit Fulup, ’tal Sent koz an Arvor,
Doue da Liz Bellek ’n oa miret eur gador.
Ha, pa davo telen Marc’heit, ar ganerez,
’Vo goulet eur marvailh gant Liz, ar gonterez.
— Barzez ar marvailhou, o Lizaïg karet,
Dirak ho pe hirie Breiz-Izel zo stouet,
Trugare d’ar Breizad, ar barz a galon aour, [1]
An eus miret envor eus ar gonterez paour !
War e c’her, Barzed Breiz a zo deut, niverus,
Da zigas war ho pe bleuniou karantezus.
Bleuniou fresk ha dispar, bleuniou karget a c’hliz,
Diwanet evidoc’h e kalon ar Vreiziz.
Da greski ar boked, digemeret ive
Eur bodig brug melen a veneiou Kerne.
Ma bleuennig dister eo bleuen an Arvor,
Bleuen ar garante ha bleuen an envor ;
He c’hutuilhet am eus war gerden ma zelen,
He c’hinnig a ran d’ac’h war askell eur beden.