Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/162

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 162 —



Neuze, eur c’horn ’barz ma genou,
Me a gomz d’ei eus ma madou.

Me am eus eur c’hog hag eur yar,
Eur garrigell hag eur c’hoz karr ;

Eur skabell-goad, eur bank-tosell,
’N eul lochig tro, prest da goueel ;

Eur c’hi, eur c’haz hag eur c’havrig…
Gwell-chans ne gavi ket, plac’hig !

Setu aze roll ma madou,
Klevit breman ma micheriou.

Me a zo kloc’her ha sakrist,
Butuner mad ha lonker jist ;

Kemenerig, kôzeer flour,
Ha meliner, laer ’vel an dour ;

Botoer-koad ha kereer,
Dibuner neud ha pilhaouer ;

Marc’hadour moc’h, marc’hadour zaout ;
Da laerez kezeg ’c’h on eur maout !

Barner hag archer ’ven ive,
Pa ne c’haloupan arôke.

Pa fell d’in bevan eus ma rent,
Me glask ma boued e tro an hent.

Eus a belec’h ’ta, Marivon,
Ho po gwell fortun evidon ?