Mont d’an endalc’had

Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/150

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 150 —



Ar vicherourien en hon Bro
’Zo hirie niverus ;
An holl a veul, gant o hano,
O labour talvoudus ;
Brudet bras eo ar botouer,
Kalvez, milinerien
Mes ar maout ’zo d’ar c’hemener,
Ken drant war e dorchen.
’Vit gwir, bravât micher
Eo hini ar c’hemener !

Ar c’hemener, pôtrig laouen,
’Zo brudet mad dre-oll ;
Bepred seder, mistr ha kempen,
Karet eo gant an holl ;
Gant e deod distagellet mad,
E dezennou fentus,
Pep-hini, goneet da vad,
A lavar evurus :
Ya, en gwir, m’hen lavar,
Ma c’hemener ’zo dispar !

Pôtrig yaouank, ar c’hemener
A blij d’an holl verc’hed ;
Gant eur zell eus e lagad skler
E trid kalon Janned ;
Ar pôtrig-ze a zo ken koant,
E gomz ken dudius !
— Gant hennez, heb mar, eme Fant,
Me ’vefe evurus !…
Rak dinec’h ha seder
E vev gwreg eur c’hemener.