Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/141

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 141 —



« Eveldout, e tougis eur pennad
Gened dispar ar yaouankiz ;
Kinnig a ren puilh d’an daoulagad
Kaerder, koantiri ha drantiz ;
Mes ma dudiusan gened,
Ma enor da virviken — da virviken,

Eo ma c’houez pur evel ar glanded,
Ha tener evel eur c’hlizen.

diou
wech


Ar gened-ze a strink ken skedus
Eus neve-amzer da vuhe,
D'ar beure ken beo ha ken lintrus,
’Benn zerr-noz ’vo goenvet ive ;
’Vit kavet ar gened gwirion,
A bado keit ha Doue — keit ha Doue,

Grez ma teulo rozen da galon
C’houez ar furnez, ar garante !

diou
wech