Mont d’an endalc’had

Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/132

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 132 —



Pa glevis eur vouezig laouen,
O tiston seder en draounien.

Mouez sklintin eur vêsaerezig
Ken tener evel he zonig ;

Hag er roz, 'touez ar bleun melen,
‘Welis o lintran he hoef gwen.

« O plac’hig, kanet c’hoaz, m’ho ped ;
Ho tiskan a zo kaer meurbed ;

Ho son tener hag ho mouezig
A ra tridal ma c’halonig ! »

O ruian, ar vêsaerezig
A blegas he zellou doanik.

He dremm oa dous, he bleo melen
A glaouiere war he zal gwen…

’N hon c’hichen eun evn a gane,
Ha dre e zon e lavare :

Me ive, gantan goneet,
A laras d’ar plac’hig karet :

Kompren a reas ac’hanon
Breman, kevred, kan hon c’halon :

Nag e vemp disterik ha paour,
Evurusted zo gwell ’vit aour !

’N hon zi bihan, ’ skeud ar mene,
Ni vevo drant gant gras Doue.

Ni vevo seder, da c’hortoz
Mont da ganan d’ar Baradoz.