Mont d’an endalc’had

Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/130

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 130 —



En pep kalon, ’n pep tiegez,
E strink dihued ha levenez,
Rak e brezoneg, hon yez kaer,
E kân stank stank an alc’houeder.

Bep sûn, betek ma zraouiennig,
E tiskenn hekleo e vouezig ;
Goneet gantan ma ine
Evurus a lar trugare ;

A lavar trugare gwirion
D’ar rener mad, den a galon,
A stign telen an alc’houeder,
Hen stumm kenkouls ’n e labour kaer.

Neuze e sonjan gant dudi :
Arabad c’hoaz fall-galoni !
Keid m'he do ebestel ken reiz,
Ar fall ne gludo en hon Breiz.

Pa glask kement a fall-skridou
Breina spered ha kalonou,
Frealzus eo gwelet sevel
Dre-oll kelaouennou santel.

D’eze holl mil bennoz Doue
Hag en hano Breiz, trugare !
Ra vevfont pell ’kreiz an enor,
Da deul frouez santel en Arvor !