Hag ar vam a zec’h prim an diou dakennig dour
A ruilh, dous ha sioulik, war he diouchod ken flour,
Evurus da vean he c’hrouadur gouestlet
D’an hini a hanver Rouanez an Elet !…
Evit eur vamm gristen, o kaerat Anjelus
Hag a blij kalz, heb mar, da galon Mam Jezus !
Ha penôs e c’hallfe Mam an holl Gristenien
Dilezel hag ankouat ken birvidik peden ?
N’hall ket chom hep diwall an elig-ze ken glan
Kinniget d’ei bemde gant ar zalud dousan.
Hag he brec’h galloudus ha leun a drugare
Hen skoazello bepred en risklou ar vuhe.
Eus lein ar Baradoz, hep skwizan, warnean
E skuilho, noz ha de, he bennoziou krenvan,
Da c’hortoz hen dougen ganti d’he bro eürus,
Da ganan, ’touez ar Zent, an Ave peurbadus.