Du-ze, ’barz an dremwel, en eun oabl entanet,
’N eur mor a sklerijen, an heol a zo savet
E vannou kaer a zav ar vantel a ganvou
Chomet, warlerc’h an noz, da wiskan ar maeziou,
Ha dirak e sklerder, e dan hag e vuhe,
Ar bed hanter-varo a hadvev a-neve.
Ar yeotennig tener, dour en he daoulagad,
A zav seder he fenn d'e vannou tom ha mad ;
Ar rozen a zigor, a zispak he deliou,
O rei he c’houez melus d’ezenn flour ar maeziou ;
Al lapousig bihan a hij e ziouaskel,
Hag a deul, gant kalon, e gentan rimadel ;
Ar gwenan aketus a darnij skanv, laouen,
O klask o magadur, a vleuen da vleuen…
Souden e sav en êr eur vouez dous ha sklintin :
Ar c’hloc’h a vrall seder Anjelus ar mintin ;
E vouez o tarnijal, ken drant ha ken flourik,
A zihun ar bugel kousket ’n e gavelik.
Ha ’vel ma teu an heol, dre e dan hag e sked,
Da zihuni pep tra, da rei buhe d’ar bed,
Evelse, mouez ar c’hloc’h o son an teir Ave,
E ti al labourer a zegas ar vuhe…