Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/120

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 120 —



Laket ’doa an termen,
D’unani o deiou ;
Deut e oa eur frouden,
D’aveli o fennou ;

Kuitât o Breiz-Izel
’Lec’h ma vevent ken drant,
Ha mont d’ar broiou pell
Da rozellat arc’hant.

War e vrec’h eur falc’hig,
An noz kentan a vae
Trezek « koat an estig »,
Jobig a valee.

Trezek « koat an estig »,
Da glask eur ween bae,
Da ginnig d’e zousig
Vel merk a garante.

Kreiz ar c’hoat e kavas
Eur bodig ar bravan,
Kuzet ’n e zeliou glas,
Eun estik o kanan.

— « Lapousig evurus,
Paouez gant da richan,
Da ween dudius
A fell da Varian.

« Saeiennou marellet
E pign ouz he branko,
Biskoaz ne oe gwelet
Seurt baeenn en hon bro. »