Mont d’an endalc’had

Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/113

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Gwreg al Labourer
————


Wardro gant he fried, adal ma strink an de,
Gwreg al labourer douar a zo savet bemde.
War he daoulin, gant fe, e lavar he feden,
’Vit goul digant Doue, tad al labourerien,
An nerz hag ar yec’hed 'deus ezom vit poanian
Epad an devez-se da zervij anezan ;
Hag e c’houl a galon e wellan bennoziou
War pried, bugale, war loened ha madou.
Neuze, evurus bras, dinec’h ha kalonek,
E krog, en eur vouskan, ’n he labour pemdeiek ;
Tra ma vez he fried, ermêz en e barko,
Dindan heol tomm pe gliz, pleget war an ero,
Hi a chomp ’barz ar gêr, en sioulder he zi.
En keit-ze, a gredet, didalve, dizoursi ?
O nan, pell ac’hane ! Nag a labour ha poan
He deveus o renkan, oc’h urzian heb ehan,
Oc’h ôzan boued d’ar re ’zo du-ze o poanian,
Hag o deus gwall ezomm, evit 'n em gennerzan,
Eus eur vagadurez yac’hus ha kalonek,
A zegaso d’eze an nerz o deus kollet.
Aman eun tôl-lagad, aze eur c’hourc’hemen !
Dre-holl eo red d’ezi ha gwelet ha kelen.

8