Mont d’an endalc’had

Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/108

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 108 —


Ar re-varo henoz a deue a vagad
Da zibri, da diskuiz, d’azean hunvreüs
En ti o doa gwechall bevet ken evurus.
O Breiz, ma bro garet, daoust hag avel ar fall
Us d’ho penn kantvlaziek, pa dremen ’n eur yudal,
A vije krenv awalc’h d’ober dac’h dilezel
Giziou ken enorus, envoriou ken santel ?
Nan ! Breiz, mar oa gwechall bro garet an anaon,
D’eze c’hoaz, en hon touez, eo digor pep kalon,
Ha pa disken an noz he mantell moredus,
Pa hirvoud an avel eun diskan glac’harus,
Dre an henchou don, don, karget a ineou,
Breiziz evel gwechall a deu d’an ilizou.
Bale a reont holl, dilavar ha didrouz,
Dre an traouiennou goue hag ar meneou rouz ;
Gant bec’h e envoriou pep hini zo zammet,
Ar beo hag ar maro a zeblant unanet…
Setu int er vered e ti an anaon paour,
Ar vered, hon ti-ni, daoust d’al lorc’h ha d’an aour.
Eno, en o c’hichen, ’benn varc’hoaz marteze,
Dindan hon bec’h douar, ni vo kousket ive…
O ! pegen krenv ar vouez a zav eus ar beiou !
Renket aze en peuc’h, en disheol ar c’hroaziou
Moueziou ar Garante, ar Glac’har, an Envor
Deut war askell ar boan, eus fonz ar purgator,
N’o deus ’met eun hirvoud : « Breudeur, true ouzomp !
» Hirie, da vihanan, eur beden evidomp,
» En koun ar garante hon deus bet evidoc’h,
» Ha pa vimp evurus, ni a zonjo ennoc’h. »
Ar galv-se dreist-natur a strink en peb ine,
War ar sklas a chomp c’hoaz, eun elven a drue
Ha tra ma teul al loar, dreist d’ar c’houmoul louedet,
Sklerder melkonius he bannou drouklivet,
Pa dizolo a-dreuz brankou an ivin glaz
Aman eur men pounner harpet ouz troad eur groaz,