Mont d’an endalc’had

Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/100

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 100 —



O Janned Ark, breman eus ar joaiusted
War an douar, teurvezet rei eur zell ;
Deut da ziwall hon Bro-Frans, ho pro garet ;
Skoazell dreist-oll d’hon broïg Breiz-Izel !
Hirie an de ec’h int c’hoaz gwall-drubuilhet ;
Klask a rer mougan enne ar gwir fe ;
’Vit o difenn, eus an nenvou diskennet,
Ma vo bepred Breiz ha Frans da Zoue !