6.
En ebad, en dansou,
Me ve er penn kentan ;
Heb-on e ve kanvou
En eurejou kaeran !
7.
O son eur jabadao
Ma zad a oa maro,
Me renk bean war zao,
Pa dosto an Ankou.
8.
Ha pa vo ’us d’am fenn
Gwintret e falc’h digar,
Primoc’h evit eun tenn,
Me lampo en e garr…
9.
Ma baz war ar marc’h koz,
Ha dao gant an henchou,
Trezek ar Baradoz,
Ouz sôn ma biniou.
10.
« Dek eur eo ’me zant Per,
« Setu trên Breiz-Izel ;
« Anavout a ran skler
« Mouez sklintin e c’houitel.
11.
Neuze krogo ar varn,
Hep mar, kri ha garo,
Me stouvo ma diouskouarn
Hag em zac’h a c’houeo.
12.
O klevet ton breizad
Er bed all o tistôn,
Sent ma bro, leun a Stad,
A bedo evidon.
13.
— Deut neuze ’me Jezus,
Kemeret eur gador,
Start e kavan reüs
Sonerien an Arvor… !
O youp, youp, ge maluret,
Di gue dig tran lei !
O youp, youp, ge maluret,
Di gue dig tran la !