Mantel an noz war ar maeziou don
A zo ledet,
Mouez ar c’hleier dre-oll a ziston :
Hon Zalver a zo ganet…
’N eur c’hraou disto, hep tan na kavel
D’e gorfig noaz,
Dindan alan sklasus an avel
Mab Doue a gren, siouaz !
DISKAN :
Mabig Jezuz, kousk dibreder ;
Ar gouanv ’zo garo…
Met ’n o c’halon grouezus ha tener
Bugale Breiz da dommo !
Jozef d’an douar a zo stouet
’Tal an êlig,
Ha da luskellat he Mab karet
Mari a gan eur zonig,
Sonig tener, leun a hirvoudou
Hag a beden,
A varv prestik war he muzellou
Evel un huanaden…
DISKAN :
Mabig Jezuz, kousk dibreder :
Da vamm ’skuilh daero…
Met, da luskellat da hun tener,
Bugale Breiz a gano !
Ouz da c’hedal, o krouadurig sakr,
Te ’wel, hep mar,
Pechou treitour eur roue fallakr
Ha kroaz ar mene Kalvar !
Klevet a rez youc’hadeg skrijus
An dud dife
A glask diframm diganit, Jezuz,
Kalonou da vugale !
DISKAN :
Mabig Jezuz, kousk dibreder !
Evel o zado
Kentoc’h evit nac’h Jezuz, o Zalver,
Bugale Breiz a varvo !