Diverradur ar pennadou kentan : Eman Janig ha Perig, gant o fôtr Yannig, o vevan en o mereuri « ar C’hoadig », evurus-tre, re evurus zoken, gouez da Janig, he deus aon rak eur gwalleur bennak. Daoust a belec’h ha digant piou e tigouezo ar gwalleur-ze ? — Digant Jobig ar C’hoajou, eun diskiant a gar Janig en kuz ?… Nemet c’hoarzet en deus d’ar pôtr Yannig ha dinamded ar bugel a zeblant bezan torret e warizi… Pe, kentoc’h, digant ar mevel mezvier ha laer a zo bet kaset kuit diouz an ti gant Perig. Heman, en eur guitaat, en deus losket malloziou ha gourdrouzou spontus ouz an daou bried yaouank.
— « O Perig, eme Janig, ’n eur grenan, hennez a c’hoario eun taol fall bennak d’imp ! »
— « Lez-han, eme heman ; petra ’ray ? Hepdale e vo arru pell ac’han. Allo, chench da zilhad. Poent eo mont en hent. »
— « Perig, me n’em eus ket c’hoant da vont d’an eured. »
— « Arsa, Janig, te ’zo zod. »
— « Me ’zo nec’het, n’oufes ket sonjal pegement. »
— « Allo, allo ! hon zud ’vo o c’hortoz. Me ’zo o vont da stagan ! Kas ar zonjou du-ze da stoupan. Gwell eo ganin eo tec’het hennez eget na vije chomet aman hirie. »
Katell, an devezourez, a deue en ti.
— « Penôs, emei, n’eo ket prest an dud aman c’hoaz ? »
— « Nan, nan, eme Janig ; n'eus fin ebet d’hon troiou, Katell gêz. »
— « C’houi, sur a-walc’h, a gav diês kuitaat ar mabig-se. O, bezit dinec’h ! n’eo ket ar wej kentan da Gatell goz da baska kôt d’ar bouponou. »
— « Ya, ya, Katell : fians hon eus ennoc’h. Setu perak hon eus ho klasket dreist ar re-all. »
Katell, eur gomer pentet, a c’houeas gant kement-man hag a lakeas eur brizen, tra ma ’c’h ae Janig da wiska he dilhad kaer, he dilhad eured, a digase d’ei bep gwech ar wella envor… Ma, tra zouezus ! an de-se, n’o lakee ket gant an hevelep plijadur : eur bec’h a zamme he spered ha, kaer he devoa, n’oa ket evit hen lemel.
Eur pennad goude, roet ganti eun urz bennak da Gatell, ha poket kant gwech d’he mab, Janig a bignas er wetur e-kichen he fried. Eun touchad skourjez da Goantig hag a-raok !
— « Arru oc’h evelkent, eme an dud koz e ti ar Mignon o c’hortoz ; ni ’zo prest eun eur ’zo. »
— « Abred a-walc’h e vefomp. Koantig n’eo ket hualet, eme Janig o vousc’hoarzin, c’hoant d’ei da veanlaouen evel kustum. »
Met eur vamm a wel piz.
— « Petra ’teus hirie, eme hec’h-hini, ne seblantez ket laouen ? Daoust, emei en eur vousc’hoarzin, ha bleo torret a vefe ? »
— « O mamm, eme Janig ; kement-se ne vo biken.Kuita, Perig ? »
— « Ноn mamm а oar ze ervat, ha setu perak e komz evel-se, eme heman evurus. »
— « Petra neuze ’ta ? »
— « Netra sur, koulz lavaret ! » — Hag e kontas an tamm trubuilh a nec’he anezi.
— « Bez dinec’h ! eme an holl ; kement-se n’eo netra ! N'out ket kustum da gavout skoilh ebet war da hent, met ret e vo d’it en em ober ouz ar vuhe. »
Janig a davas. En eured e oa graet stad aneze ; an traou a gerze ervat ; an holl a oa laouen ! Janig a stourme outi hec’h-unan : diês e kave, hi ken seder peurvuian, bean tenval he fenn e-kreiz kement a zudi. Met, kaer he devoa, bepred ha daoust da bep tra, e tistroe e spered d’ar gêr, e-lec’h he doa lezet eul lodenn eus he c’harante.
E-keit-se, petra a dremene er c’hoadig ?
Katell, kentan tra a reas pa voe tec’het ar vistri, a voe temza eur bannac’h kafe a zoare, hag hen evan en he flijadur goude beza troc’het anezan gant eul lommig mat a « loko », — rak, ouspenn ma oa komer, ar plac’h ne dôle ket eur bannac’h en he botou, — hag, he c’hof tennet eus ar vizer, pa ne oa ket c’hoaz dihunet ar pôtrig, Katell d’ober tro an ti.
Petra ! red e oa d’ei marvat gouzout penôs e oa ar stal en tiegez-se, a rae kement a c’hoant d’an holl. Presou, gweleou, pankou, eus an traon betek krec’h, e voe bizitet ervat an holl draou, ha da bep tro, Katell a lavare outi hec’h-unan :
— « Ya, ya, renket-mat eo an traou aman ! Ar sort-man n’eo ket paourien heoliet int, fi d’am doupen ! »
D’abarde, eun toullad mignonezed da Gatell, ha ken latennet evelti bemde, a deuas pedet ganti, d’ober d’ei eur weladen.
Penôs ? daoust ha kavet e vije gwelloc’h tu da anaout tenzoriou an ti koant-se ? Ha, goude, war ar ster, e toull ar forn, e vije gallet kontan… ken na strimpfe ar vaviten !
D’an noz, kousket ar pôtrig ha debret he c’hoan, Katell a chomas eur pennadig war an oaled. Ar voutailhad « lagout » roet d’ezi diouz ar beure gant Janig, — houman a anaveze he zamm tech, — a izelae tamm-ha-tamm : bep dek munut e roe Katell eur pokig d’ezi ; tamm-ha-tamm ive, siouaz, he fenn a bounneraas. Eul lommig c’hoaz, ha setu Katell baour o saludi ar goulou !
— « Hola vat, emei ! Poent eo kas kousket d’e wele. Pounner eo an amzer fenoz ! »
Ha Katell, hep kaout sonj zoken da brena mat an nor, a ’n em dôl en he gwele. ’Benn eur pennadig eur roc’haden bounner a sklokas en ti didrouz ; aet e oa Katell goz, gant he gwin-ardant, da vro an hunvreou.
Mar bije bet dihun, paour kêz plac’h, he dije huruset o welet eun den, liou ar gounnar war e zremm, o tigeri an nor goustadik hag o treuzi ken sioul all ar penn eus an ti e-lec’h ma oa gwele Katell ha kavell an êlig ; ha, mar he dije gwelet Janig ar zell a gasoni hag a blijadur diaoulek a dôlas war ar c’havell-ze, he c’halon a vamm dener he dije en em frailhet en he c’hreiz !
Prest goude, kaset gantan e vennad da benn, an treitour miliget, ar mevel digalon a dec’has diouz an ti hag en em gollas en noz tenval…
Souden, em trouz, sec’h evel an tan o kregi, a zavas er penn all eus an ti, hag eur c’houez loskus e gargas, ma tihunas Katell hanter spontet.
…Moged a oa en ti ! Ar plac’h paour, strafuilhet-oll a zav, ha diarc’hen, he broz hepken warni, e tec’h er-maez, en eur huchal pen-follet, trezek ar Gêr-Wenn : « An tan er c’hoadig !! »
An dud, dihunet er spont, a direde, pep-hini priman m’halle. Unan a redas d’ar vourc’h da lakat son ar c’hloc’h, ha hep-dale eun niver bras a dud a voe dastumet dirak ar gêrig.
An tan ive n’en devoa ket kollet hec’h amzer. Eur penn eus an ti betek an nor a oa leun a flamm.
— « N’eus netra d’ober aze, eme an dud ; saveteomp al loened ! »
Souden eur vaouez spontet a youc’has :
« — Ar bugel ! ar bugel ! o ma Doue ! »
Katell a oa e-kreiz he strafuilh, hanter veo c’hoaz ive marteze : ar paour kêz plac’h he devoa ankouaet ar pôtrig.
— « Ar bugel, eme an holl, ’vel eun hekleo spouronnet ! Ar bugel a zo en ti ! O, Itron Varia, mouget eo ’benn breman ! »
— « Marteze n’eus ket a dan c’hoaz e penn ar c’havell, eme Gatell. »
An dud en em zelle. Daou pe dri a dosteas d’an nor. Met ar riskl a oa ken bras ma teuent holl a-drenv en eur grenan.
— « Fin ’zo ! Re ziwezat eo, eme an holl. O ma Doue ! an êlig paour !… O Janig !… »(Da heuilh)
Koulmig Arvor.