Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
42
enkrez
Kovesour, ’nhe kaset, a laro d’ec’h bep taol :
« Arabad kuz » ; med hen, lipet al leaz, ne dol
D’he person med... ar pod...
Ar C’hure
N’am euz netra ebet
Med anken o welout penoz e ia ar bet.
Darbet oe d’ar gomz-ze lakad an tan en ti.
Dour skler oa war an daol ; c’hoarzet oe bet outhi,
— Vit freskad ar c’hafe, e doare ma zeo just
Deur paour kez labourer e deuz eur vicher rust —
N’ouzoun dare penoz ar person a gredaz
Oa rebechet dezhan ober he damik goaz.
Ar Person
Ha sonjal a ra d’id am euz ezom breman
Mont d’az vete vit goud ped beraden aman
Ziskarin em gweren ?
Ar C’hure
Koll rit ho poult, aotrou,