Tu man, tu hont d’an dud he bedennou santel,
Hag ar fésoun gwella d’ho skuilla, d’ho leda
Eo pedi en avel, kreiz an drouz, petra ta !
Pa deue ar plac’hik el liors, oh, neuze
Pater, Ave, salmou, Oremus a deuze
War bek teot an
Aotrou.
Laouik evel diagent. N’ouzoun dare zoken
Hag hen an aotrou mear na denne he dok plouz
Evit larad bonjour da genta d’ar marmouz.
Pez zo sur, tad ha mam, breudeur ha c’hoarezet
Hag an holl koulz laret, nemed ar c’hanfardet
Doa c’hoariet ganthan pikarom, pentoullik,
Re, marplij, an Aotrou euz lostenn du Laouik.
Neuze ta pa lamme an diaoul kreiz he bedenn,
Nebaon ! va goazik ’n doa bec’h kaer gand he gudenn !
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .