Evel se peurvuia achue pep histor,
Rak Ivona dije kentoc’h lounket ar mor
Hag he pesket evit mankoud da gaout fizianz
E pep gir ziskoulme hi zadik fur Loranz.
Eun allik abaoue eun toullat deveziou
Wele an daou gristen hag heulie ho giziou.
Hor c’hamarad nevez oa pentet evelhen :
War he gein eur zae du ; tok kampet war he ben ;
Bleo hir ; fas touz henvel d’hini eur verc’hodenn ;
En eul leor alaouret va mab ra van da len,
Mez, d’an distera trouz, krak ! he fri zo en er.